Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 30.06.2017

1 minute

Diaes lakaat e anv e Staps

O : Benoit Argouarc'h

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

Muioc'h mui a dud yaouank 'dibab lakaat o anv 'ba rann Staps (Skiantoù ha teknikoù an oberennoù fizikel ha sportel) 'ba skolioù meur 'ba Bro-C'hall. Un dibab graet ganto e miz Genver 'pa 'oa poent d'al liseidi 'zo e klas termen en em enskrivañ war lec'hienn APB (Admission Post Bac). Met 'neus ket plas awalc'h 'bar skolioù meur 'vit degemer an holl. Se 'zo gaozen da betra 'neunt lakaet ur sistem tennañ plouz berr 'vit dibab an danvezioù studierien. Benoit Argouarc'h, eus Gwineventer, 'fell dezhañ mont da studiañ 'ba rann Staps 'bar Skol-Veur 'ba Brest. N'eo ket bet dibabet ha koulskoude 'zo bet div abadenn "tennañ plouz berr" dija. Un trede hini 'vo goude disoc'hoù ar bac. Ur chañsig 'zo c'hoazh 'vitañ gwelout e huñvre mont da wir. Selaouomp e soñj, emañ ouzh mikro Erwan Blanchard.