Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 09.11.2017

2 minutes

Festival European ar Filmoù berr 'ba Brest.

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

Ur gouel hag a zo aozet abaoe 28 vloaz bremañ! Un darvoud gortozet gant ar sevenourien filmoù berr 'vit gellout diskouezh o labour d'an holl re a blij ar sinema dezho. 60 film 'zo dibabet 'vit kemer perzh 'bar genstrivadeg ofisiel. 200 film, en holl, 'zo diskouezhet 'ba meur a rummad. Daou film en brezhoneg 'zo kinniget ar bloaz 'mañ: ur film sevenet gant Jocelyn Talarmin anvet "Petra 'zo da c'hounez" hag unan gant Stefan Ac'h 'zo e anv "Kakahuet". Warc'hoazh da 12e45 'vo skignet o daou film berr 'mañ 'ba selaouva 'zo 'bar Gapusined. 'Bar film savet gant Stefan Ac'h, ur realizatour eus Brest, 'vo gwelet Marion Gwenn ha Tangi Merrien. Selaouomp anezhañ ouzh mikro Erwan Blanchard.

"Kakahuet" ha "Petra 'zo da c'hounez" warc'hoazh da 12e45 'ba selaouva ar Gapusined. O daou realizatour 'vo war blas evit komz gant an arvesterien warlerc'h an abadenn.