Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 13.09.2018

2 minutes

Ur fest-noz evit ti-gwilhoudiñ Gwengamp

O : Gwilhom Briko

Pâssée menée o : Tudual Karluer

'Benn disadorn 'vo fest noz e Pabu da souten ospital Gwengamp, staliet e Pabu end-eeun e gwirionez, ha dreist-holl an ti-gwilioudiñ ennañ. Ma peus soñj 'walc'h 'oa bet keloù e' miz Mae digant an ARS, Ajañs rannvro ar yec'hed, 'oa da vezañ serret 'benn fin Genver 2019. Met abaoe zo bet embannet gant an aotroù Kerlogod, depute Gwengamp, 'vefe gortozet daou vloaz amañ 'raok adwelet an doser.
Guilllaume Bricaud zo tad da dri bugel bet ganet en ospital Gwengamp ha perzh e stroll difenn an ti-gwilioudiñ, un toullad displegadennoù gantañ. Gant Tomaz Laken e Radio Kreiz Breizh.