Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 09.01.2019

6 minutes

Kilsell 2018 : Degemer ar repuidi e Breizh

Pâssée menée o : Ar Pol Keleier

Kinniget hon eus deoc'h reiñ 'sames un taol sell a-dreñv ouzh ar pezh 'zo c'hoarvezhet 'pad ar bloavezh tremenet. War ar repuidi hag an divroidi 'oa bet lakaet kalz ar gaoz e 2018. Warlec'h ur veaj hir ha dañjerus 'zo arruet lod doc'houte 'ba Breizh. Bretoned 'zo 'vit sikour anezhe 'ba'r vuhez foran ha gant ar velestradur 'vit kaout ar gwir da chom ba'r vro. Met start eo an hent peurlieshañ, ha dav vez stourm. Setu ar sell war gil diwezhañ evit echuiñ gant ar bloavezh 2018, kinniget gant Gwenvael Delanoe.
N'eo ket achu e vefe preget diwar benn kudennoù an dud divroet er c'heleier koulskoude, anat deoc'h. Ur vanifestadeg 'vo 'ba Roazhon d'an 2 a viz C'hwevrer da skouer, enep da lezhenn Kollomb war ar bod, hag evit ma vefe degemeret an holl zivroidi ba'r vro.