Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 05.02.2019

2 minutes

"Stourm asambles" setu unan eus luganoù 'oa hudu da geñver ar manifestadegoù 'zo bet hudu

O : Martine Karn, Mona Jaouen

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

Manifestadegoù aozet gant ar CGT, FO ha Solidaires, goulennet 'oa ganto gant an dud 'zo o labourat ober harzh labour. Asambles gant ar sindikadoù 'zo bet gwelet tud o jiletennoù melen o vanifestiñ hudu. 'pezh 'zo goulennet groñs: kresk ar smic, ar goproù, ingalded etre paotred ha merc'hed, lakaat da baeañ an ISF en dro, krenvaat ar gwirioù 'vit an dud dilabour, kreñvaat ar surentez sokial, al leve pe c'hoazh an truezkemm ekologel. Kantadoù a vanifestourien 'oa 'ba Brest; 300 'ba Kemperle; 600 'ba Kemper; memes mod 'ba Sant-Brieg; 300 'ba Gwengamp; 250 'ba Gwengamp; 500 'ban Oriant 'vel 'ba Roazhon; 3500 'ban Naoned. 'Ba Montoulez 'oa 400 manifestour bennaket war ar straed. Selaouomp Martine Karn eus Plougoun chouk Montroulez. Gant Erwan Blanchard.