Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 21.05.2019

2 minutes

Ul levr istor war bardon ar Folgoad

O : Loeiz Elegoet

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

Gant Loeiz Elegoet ha Jorj Provost, daou gelenner war an Istor, 'zo bet savet ul levr a-bouez war istor relijiel ar Folgoad. Ur barrez chouk Lesneven eo ar Folgoad lec'h ma 'zo aozet, d'ar sadorn kentañ a viz Gwengolo, ur pardon bras tre hag important tre evit kristenien Bro-Leon a fell dezho rentañ enor da Varia. E fin ar 14vet kantved 'oa komañset istor ar pardon 'mañ. Hudu e chom ar Folgoad a-bouez 'vit tud ar vro. Disadorn 'noant diskouezhet Loeiz Elegoet ha Jorj Provost o levr 'zo embannet gant Coop Breizh 'ba Lesneven ha 'ba Plouzeniel da geñver ar Forum. Berzh 'ra al levr 'vel 'pezh 'neus kontet Loeiz Elegoet da Erwan Blanchard.