Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 27.05.2019

2 minutes

Disoc'hoù dilennadegoù Europa

O : Uisant Kreker

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

'Ba Frañs eo 51,3% eus ar re en oad da vont da votiñ 'neunt votet, 8% muioc'h 'vit en 2014. Memestra 'zo bet 48,7% eus an dud n'int ket aet da vouezhiañ! Ar bloaz 'mañ 'v'l e 2014 eo ar strollad eus an tu dehou pellañ RN e penn gant 23,31% gant ur poent muioc'h 'vit La république en Marche 'neus paket ul lamm gant 22,41% eus ar mouezhioù, ar re C'hlas 13,47% mat, war lerc' h emañ strollad an tu dehou Les Républicains 'zo ur gwir Berezina ar votadegoù mañ 'vito gant 8,48% mem mod gant ar PS 'oa gant Place Publique kaset gant Glucksmann 'neus dastumet 6,4% eus ar mouezhioù hepken 'vel La France Insoumise. An disoc'hoù 'roomp deoc'h eo an disoc'hoù ar c'hwec'h strollad en em gavet er plasoù kentañ a gaso eurodeputeed da Barlamant Strasbourg. Ret eoa rozellaat 5% eus ar mouezhioù 'vit gellout kaout ur plas depute. Warlerc'h emañ Generations, PCF, Debout La France, an UDI, Le parti animalier, Urgence écologique. 34 listenn 'oa disklaeriet evit an dilennadegoù. Uisant Kreker deus ar strollad Nouvelle Donne a oa 67vet war listennad ar sokialourien. Dec'h d'abardaez e oa en em gavet e burev votiñ Elian, e bro Gerne Izel, just goude ma vefe bet diskoachet disoc'hoù ar gumun. Goulennet he deus Tunvezh Gwlagen-Grandjean digantañ petra soñje o welet an tu dehou pellañ hag ar frankizourien e penn ar jeu.