Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission An divskouarn o nijal - Pâssée donée le 02.07.2019

45 minutes

Deomp da welet maner Moelien !

Maner MoelienManer Moelien

O : Georges Bernard

Pâssée menée o : Ar skipailhad

'Vont da vizitañ ur maner emaomp bremañ ! Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Georges Bernard e maner Moelien, e-kichenn bourc'h Plonevez. Kozh a-walc'h eo ar maner-mañ, savet 'oa bet er bloavezh 1642. D'ar mare-se 'oa noblañsed Moelien un' deus familhoù pinvidikañ ar Porzhe ha kalz douaroù mat a oa dezho. Goude ar Revolusion o doa ranket mont kuit koulskoude hag ar maner a zo bet abandonet. Dre voneur eo bet renevezet e-doug ar bloavezhioù 50 hag un tammig 'zo dija eo deuet da vezañ un otel vras hag un ostalidi. Georges Bernard en deus anveet ar maner pa oa-eñ mous, kerent dezhañ a oa merourien ennañ pa oa c'hoazh ur feurm e-barzh. Ha goût a ra un toullad traoù diwar-benn istor ar maner ivez !