Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission An divskouarn o nijal - Pâssée donée le 24.09.2019

45 minutes

Coop Breizh hag ar streaming

Pâssée menée o : Morgane Bramoullé

Daoust hag eo echu maread ar pladennoù ? Abaoe ur 15 vloaz bennaket eo unan eus chaladurioù industriezh ar sonerezh. Evit Coop Breizh, an ti-embann ha ti-produiñ staliet e Speied, n'eo ket ar memes tra. Kresket eo an niver a bladennoù gwerzhet ar bloaz paseet hag e breskenn az a ar chiffroù streaming !
Romain Sponnagel e karg eus ar sonerezh e Coop Breizh a zo ganeomp en abadenn : displeg a raio deomp penaos 'vez paeet an arzourien pa selaouer deus un eus o zonioù en ur savenn streaming, peseurt titour a roer hep gouzout d'ar mare-se hag e kaozimp ivez eus ar pladennoù nevez deuet 'maez gant Coop Breizh, Red Cardell ha Bagad Kemper hag Hamon Martin en o zouez.