Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 04.11.2019

2 minutes

Lidet 'oa ar soubennoù 'bar Yeuc'h 'kerzh ar week-end

O : Anael ar Pan, bugale

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

Soubenn bro Georgia an hini eo an eus aloubet ar Yeuc'h disadorn. Gouel ar soubenn a oa er fin ar sizhun, unan deus darvoudoù lieseurt ar festival Dispar-Amzer e bro Douarnenez. Aet ar maout, neuze, gant ur skipailhad tud yaouank deuet da dremen ur bloavezh servij europad a-youl-vat e Kerne-Izel. 'Baoe pemp bloaz eo aozet ar gouel da vare an diskar-amzer. Anael Ar Pan a labour evit Emglev Bro Douarnenez, unan deus aozerien ar gouel asambles gant Komite Buheziñ ar Yeuc'h hag Ulamir ar Goyen. Tost un hengoun eo deuet ar gouel da vout er Yeuc'h bremañ hervez 'pezh 'neus laret deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean...