Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 04.12.2019

2 minutes

Bevañ, labourat ha doujañ ouzh an en-dro

O : Roger Abalain

Pâssée menée o : Neven Penneg

Muioc'h mui a dud a diviz cheñch micher, cheñch micher rak framm pe aozadur ar gevredigezh a zo strizh betek evit lod. Broudet eo an nen produiñ ha koñsomiñ, dre se 'vez saotret buan an endro. Koulskoude e c'hall an nen labourat en un doare doujus hag emskiant ouzh an natur. Penoas bevañ en un doare disheñvel ? 20 vloaz 'zo divizet Roger Abalain cheñch hent 'vit mont da labourer-douar ha produer fourmaj. Araok 'oa bet ijinour war an tredan. Bremañ emañ staliet war e atant 'ba Plouharnel. War ar seblant 'neus ket keuz bout divizet cheñch micher. Gant Neven Penneg.