Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 20.01.2020

2 minutes

Adlañset eo bet ar stourm enep cheñchamant ar sistem leveioù gant Kuzul Broadel ar vreutaerien

O : Jean-Yves ar Bras

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

Adlañset eo bet ar stourm enep cheñchamant ar sistem leveioù evit ur sizhunvezh c'hoazh, gant Kuzul Broadel ar vreutaerien (CNB). Ne oa ket bet trawalc'h ar c'hinnig graet dezho ar sizhun dremenet gant Edouard Philippe, ar c'hentañ minist. Lâret a rae e c'hello Kev Retredoù an Alvokaded chom dezho. Met pa n'eo ket an aozadur alvokaded hag a vo mestr war ar mod da dastum ar skodennoù, na da zasparzhiñ al leveioù, n'eo ket evit plijout d'ar vreutaourien c'hoazh. Raktreset zo tri emgav ar sizhun-mañ etre ar gouarnamant hag aozadur an alovkaded, ar CNB.
Dibaoe 1948 ha krouidigezh ar sistem leveioù gall, eo ar CNBF, Kev Broadel ar Breutaouriezhioù Gall hag a ra war dro leveioù an alvokaded. Mont a ra en dro dre zasparzhiñ ivez evel just, ha marteze eo dasparzhet an argant en ur mod ingaloc'h eget gant ar sistem hollek, evel ma vo displeget deomp gant Jean Yves ar Braz.