Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 21.02.2020

2 minutes

Gant Air Breizh ez eus bet kavet ur bern pestisidoù en aer

O : Yann-Fañch Kerneiz

Pâssée menée o : Neven Penneg

Goude disoc'hoù dielfennadurioù ar gevredigezh Air Breizh ez eus bet kavet ur bern pestisidoù en aer. Ar wech kentañ eo 'oa graet ar studiadenn-se gant aozadur ar Stad, an Anses). Studiet oa bet ar c'hementad pestisid en aer 'ba tri lec'h 'ba Breizh. Studiet oa bet e Mordel (Isle-ha-Gwilen), e Lambal hag e Henvig. E Henvig eo 'zo bet kavet ar muiañ a bestisidoù. Yann-Fañch Kerneiz a zo kuzulier e Brest-Meurgêr ha diwar se dileuriad er gevredigezh Air Breizh. Ur gevredigezh hag a zo aotret gant ar Stad da studiañ kalite an aer e Bro-C'hall. Muioc'h a zisplegadennoù gant Yann-Fañch Kerneiz ouzh mikro Neven Penneg.