Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Ar Big a Gan - Pâssée donée le 09.03.2020

30 minutes

Ar Big a Gan : 14vet abadenn

Pâssée menée o : un abadenn e brezhoneg gant skolidi evit skolidi

Kontant omp hiriv degemer skolidi nevez e-barzh ar skipailhad kazetennerien yaouank a gas deomp a pep seurt enrolladenn da vout skignet e-barzh Ar Big a Gan : degemer mat da vugale skol vamm Merville en Oriant ha da skolidi CM skol RomainRolland e Lann-ar-Stêr !

Hiriv e-barzh an abadenn e vo klevet sonennoù ha barzhonegoù. Skolidi CM Baod o deus ijinet pozioù nevez war 2 ganenn disheñvel ha daet eo brav gante. Klevet e vo neuze an tonioù orin hag an tonioù kinniget gant ar skolidi. Bugale Lann-ar-Stêr a lenno deomp rimadelloù a bep seurt.