Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 30.06.2020

2 minutes

300 den oa bodet disadorn e Lokorn a-enep ma vefe staliet un antenn evit ar 5G...

O : Onenn Bozeg, Gregoire Moal

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

Ouzhpenn touristed a oa e Lokorn disadorn. Dindan un amzer c'hriz, mez dic'hlav, o deus ur strollad kevredigezhioù kemeret ar gaoz an eil re war lec'h ar re all, war leur an iliz. Deuet e oant deus pep korn Penn-ar-Bed, ha pelloc'h e Breizh a-wezhoù, da souten annezidi ar gumun da vezañ staliet dezho un antenenn 5G. An 300 den a oa bodet er vourc'h a zo aet goude-se, en un « dro-vale evit ar vuhez », e maezioù Lokorn betek ar prad lec'h m'emañ an antenenn da vezañ staliet.
Onenn Bozeg, o chom e Lokorn, a zispleg bezañ bet feuket gant ar mod m'eo bet kemeret an diviz. Emai deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
hag a-benn disul eo e Sant-Kadou, e Menez Are, en em gavo enebourien ar 5G. Ur raktres staliañ un antenenn a zo war ar Menez Du, hag aozet vo ur gouel eno goude meren gant ur strollad menezourien.