Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 10.07.2020

2 minutes

Ha stagañ a raio Benjamin Netanyahu darnoù deus Sisjordania da Israel ?

O : Youn Jardin

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

E miz Genver 'n oe prezidant ar Stadoù Unanet kinniget d'ar bed holl e « Steuñv evit ar Peoc'h », ar peoc'h etre Palestinia hag Israel. Unan deus ar mennozhioù, eo reiñ da Israel al lodennoù deus Sisjordania hag a zo bet trevadennet gant Israeliz dija, e traonienn ar stêr Jordan. Ur prof evit ar c'hentañ ministr Israelad. Ar promesa-se en oa graet Netanyahu da stagañ douaroù trevadennet Sisjordania da Israel evit mat da vare an dilennadegoù lezennel diwezhañ.
Ar Balestinianiz, evel just, n'int ket plijet gant steuñv Trump ha Netanyahu bountet warno. Soutenet int un tammig e pep lec'h er bed, gant an AFPS da skouer, Kevredigezh Kenskoazell etre Frañs ha Palestin. Youenn Jardin a zo ezel deus ar gevredigezh. Degas ra titouroù domp war al lodenn-se deus bro Sisjordania hag a zo trevadennet gant an Israeliz. Gant tunvezh Wlegen-Grandjean