Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 04.08.2020

2 minutes

Diaes eo evit ar festivalioù lakaat ar reolennoù surentez da vezañ doujet outo

O : Anton Kabon

Pâssée menée o : Neven Penneg

Digresket eo kalz an niver a festivalioù e-pad an hañv e pep lec'h er bed ablamour da enkadenn ar c'hleñved red kovid 19. N'eo ket aes d'an aozerien derc'hel penn d'ar virus gant ar mod ma zeu da vezañ luziet aozañ gouelioù. Ar sizhun ziwezhañ oa bet dalc'het ar festival « Spectacle de Grand chemin » e kreisteiz Bro Frañs e kumun Axe les Thermes en Ariege. N'eo ket bet simpl d'an aozerien lakaat e pleustr an urzhioù roet gant ar prefeti war prantad ar festival hag a oa dalc'het etre an 29 a viz Gouere hag ar c'hentañ a viz Eost. Anton Cabon a zo o vakañsi en Ariege, kemeret en doa perzh er Festival lec'h ma oa ret d'an dud gwiskañ ur maskl. Displegadennoù gantañ deus mikro Neven Penneg.