Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Reportajoù Keleier ar Vro - Pâssée donée le 17.09.2020

2 minutes

Tiez gant panelloù heol 'zo da weladenniñ 'ba bro Brest 'benn disadorn

O : Glen Dissaux

Pâssée menée o : Erwan Blanchard

Broudañ annezidi Brest Meur gêr da staliañ panelloù heol ha reiñ da gompren 'blam da beter 'rank an nen cheñch ar mod da broduiñ energiezh 'zo ul lodenn eus ar politikerezh kaset gant an ensavadur lec'hel. 'Benn disadorn beure 'vo roet an tu d'an neb a gar mont da weladenniñ pemp ti lec'h 'zo staliet panelloù heol 'vit tommañ an dour pe produiñ tredan. Perc'henned an tiez asambles gant teknikourien a displego d'ar re 'yaio da welout an tiez penaos ya en dro o fanelloù ha peseurt perzhioù mat 'zo ganto. Gant Glen Dissaux, bez prezidant Brest Meur Ger e-karg eus ar steuñv da welaat an hin, eo displeget peseurt mod eo kaset o folitikerezh. Gant Erwan Blanchard.
Evit mont da weladenniñ an tiez gant panelloù heol e rank an nen lakaat e anv en araok. Titouroù resis 'zo da gaout war lec'hienn internet Brest Meur gêr. An tiez da welout 'zo 'ba Brest, Plouzane Plougastel.