Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Keleier ar Vro - Pâssée donée le 28.10.2020

12 minutes

keleier 8e30 vintin

Pâssée menée o : Tunvezh Gwlagen

Diaes eo d'ar Roazhoniz kompren poell ar c'huelfe bountet warno
Gant Tangi Poisson, o chom e Roazhon, deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean
selaouit ar pennad-kaoz
Tudi Kernalegenn, paeron Stumdi evit ar bloavezh-skol-mañ
Gant Tudi Kernalegenn, ha Claudie Malnoe, deus mikro Yuna Kojan.
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezan kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Enep an Neonikotinoid 'n eus votet ar Sened dec'h.Hag hi deus an tu-dehou evit ar muiañ niver, souezet 'n eus an holl o votiñ evit an amandamantoù kinniget gant an tu kleiz.

Bez e vefe Frontex penn-kaoz deus oberatadennoù maez-lezenn da skarzhañ divroidi maez deus morioù Europa.

Kaset zo bet e helosk kentañ, da EPR Flamanville dilun. Dalc'het vo an uranium pinvidikaet a gostez war al lec'h da c'hortoz ma vo lakaet ar greizenn nukleel da vont en dro.

Hag e vo difennet an armoù nukleel er bed ? Gant 50 bro o vezañ sinet an TIAN, e rank bremañ an emglev bezañ lakaet en pleustr dindan 90 devezh.

Diblaset zo bet 8 den klañv gant ar C'hovid-19 da ospitalioù al Liger Atlantel, ha pevar all da vBrest

Digresket eo an nivera dud dilabour e kerzh an trede trimiziad, hervez siffroù Pol-Implij.