Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS

Emission Gouel sinema Douarnenez 2013: Rromed, Termajied ha beajourien - Pâssée donée le 28.08.2013

60 minutes

Rromed, Termajied ha Beajourien e festival sinema Douarnenez (3)

Pâssée menée o : Morgane Bramoullé, Laëtitia Fitamant, Gael Helary, Mael Kerzerho, Lou Millour, Merwyn

Bep bloaz e c'heller e Douarnenez digeriñ e spered hag ober anaoudegezh gant pobloù minorelaet deus ar bed holl dre filmoù, diskouezadegoù ha tabutoù. E 2013 e oa pedet er gêr penn-sardin ar Rromed, an Dermajied hag ar veajourien. E-giz bep bloaz zo bet resevet testoù hag arbennigourien, ouhzpenn war tem pennañ ar Festival: deuet zo bouzared, realizatourien rouman, bretoned krouer, ha tud etre meur a identelezh revel.
En trede abadenn:
-Vasile Ionescu, kazetenner ha politikour Rom
-Gwagenn TV, evit o filmoù-kelaouiñ sevenet e kreiz ar Festival
-Maelan Joubin, prizier filmoù evit ar sizhunvezh
-Fañch Oger evit gouzout piv eo ar Romed
-Morgane Bramoullé evit deskiñ deomp ar pep retañ war an dud etre daou rev.
-Melena Marzin hag Aodren al Lann, da dañva muioc'h ar festival deus e galon.
-Gael Helary ouzh an daol deknik