Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS DE RADIO KERNE

vous perpozent l'emission

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniań eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mań a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoł, beajoł ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean pe Erwan Blanchard hag Herve ar Beg (eus Arvorig FM).

45 minutes

Daraine emission 02.07.2019

Maner MoelienManer Moelien

Deomp da welet maner Moelien !

O : Georges Bernard

'Vont da vizitań ur maner emaomp bremań ! Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Georges Bernard e maner Moelien, e-kichenn bourc'h Plonevez. Kozh a-walc'h eo ar maner-mań, savet 'oa bet er bloavezh 1642. D'ar mare-se 'oa noblańsed Moelien un' deus familhoł pinvidikań ar Porzhe ha kalz douaroł mat a oa dezho. Goude ar Revolusion o doa ranket mont kuit koulskoude hag ar maner a zo bet abandonet. Dre voneur eo bet renevezet e-doug ar bloavezhioł 50 hag un tammig 'zo dija eo deuet da vezań un otel vras hag un ostalidi. Georges Bernard en deus anveet ar maner pa oa-eń mous, kerent dezhań a oa merourien ennań pa oa c'hoazh ur feurm e-barzh. Ha goūt a ra un toullad traoł diwar-benn istor ar maner ivez !