Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS DE RADIO BRO GWENED

vous perpozent l'emission

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean pe Erwan Blanchard hag Herve ar Beg (eus Arvorig FM).

45 minutes

Daraine emission 02.07.2018

Yvon Gouez (en tu kleiz) ha StorlokYvon Gouez (en tu kleiz) ha Storlok

Yvon Gouez, gitarour Storlok

O : Yvon Gouez

Rock 'n roll ha brezhoneg ? An deiz-hiziv oc'h kustum da glevet an daou asambles. E-doug ar bloavezhioù 70 koulskoude 'oa ket ken splann-se, dreist-holl e Bro-Leon ! Met du-hont eo bet krouet Storlok memestra ! Rock ha brezhoneg, evit ar wech kentañ 'oa bet dimezet an eil d'egile.
Yvon Gouez a oa unan eus gitarourien ar strollad. Bet omp bet o welet anezhañ e Sant-Kadou (Sizun), e-lec'h emañ o talc'hen ar studio "Streat ar Skol". Kontañ a ray un tamm deus istor Storlok deomp neuze. Met ouzhpenn gitatour Storlok eo bet, setu safarimp un tammig bihan deus e vuhez peotramant deus e labour e Streat ar Skol.