Radio Bertégne Le portale des radios en berton e en galo

TOUTES LES EMISSIONS DE RADIO BRO GWENED

vous perpoze l'emission

Liv an amzer

Un abadenn bemdeiziek, ag ar lun d'ar gwener, rubrikennoù a beb seurt enni, un daouzek bennak hag a vez enrollet get tud a youl vad.

D'al Lun :
- un dibab a rubrikennoù liesseurt.

D'ar Meurzh :
- "Istoer hor yezhoù" get Dominique Alain ;
- "War benn man glin e skrivan deoc'h", Daniel Carré ha Jo Morvan a-ziàr lizherioù Loeiz Herrieu kaset d'e vouez durant ar brezel-bras ;
- "Beaj, beaj" ;
- "Sonerezh".

D'ar Merc'her :
- "Etrezomp e brezhoneg" : kronnikennoù Job Jaffré er Liberté du Morbihan get Daniel an Doujet hag Annaik Lucas ;
- "Tro ar skolioù" : emgavioù get bugale ar skolioù diyezhek ha Diwan ;
- "Ar spered 'barzh an implij" : rubrikenn jardrinerezh get Monique ar Boulc'h ;
- "Beaj, beaj".

D'ar Yaou :
-"Brehoneg er Skorv" get Herri er Borgn: fessoniow da dreiñ geriow galleg ba bhg, get en troiow-lâret a ya da heul, serret getoñ hed-a-hed er skorv.
- "Lizheradur" : levrioù nevez ;
- "Keginerezh" : sekredoù get Thérèse Reunigoù, Marie-Cécile Belz....
-"Yehed", kronikennow medissinereh get Dr Alain Goulven.
- "Beaj, beaj".

D'ar Gwener :
- "E komz get Jo" : troioù-lared displeget get Jo Sergen ;
- "Kanit ar pezh a garit" : kanet ha displeget 'vez ur sonenn ;
- "Sinema" : presañtet vez ur film daet er-maez a-newez get Valérie Kervella.
"Ar Bed o Treiñ", kronikennow Laetitia Fitamant a Radio Kernew.
- "Beaj, beaj" ;

Musikoù liesseurt, embannoù festoù, atersadennoù a zo er roll-abadenn ivez, ouzhpenn keleier dait a beb korn ar vro.
Ha ma peus traow interessus da lâret, ket é dalempred genom, ni 'zo ni é klask àrlerh brehonegeresed -erian eit kontein dom ur veaj, bannein ur fest, ha rah en traow vehe mat da lâret ba 'n abadenn, enrollet én a-raok pé àr-éan mem!

75 minutes

Daraine emission 18.10.2017

liv an amzer

Etrezomp e brezhoneg : "seblant, spurmant, ha spontailhoù", embannet er Liberté du 5- d'an 13/06/1981; get Daniel Doujet
Kornad ar vugale : pennad-komz get skolajidi skol Diwan Gwened a ziboud "Gweledigezh"; 2 varzhoneg get skolidi a skol Ploeren
War hentoù an antroposen : "ar sonde Voyager", get Loeiz Bellek
Atersadenn : Roger Abalain, un dachenn emren

Métr un mot de billet en pus