Kempenn ar gwenojennoù e Plufur
Gant Fañch ha Jañ Lirzhin deus ar gevredigezh "Hentoù-Treuz". Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe.
selaouit ar pennad-kaoz
Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :
Marteze e vo enket departamant an Alpoù-Mor er fin ar sizhunvezhioù, da dalañ deus ar virus kurunenn.
Lakaet vo medisined hollek 'zo da vrec'hiañ o fratikoù gant brec'h AstraZeneca.
Manifestet voe e Brest disadorn da souten Diwan, pa 'n eus ar rektordi embannet digreskiñ an eurvezhioù kelenn brezhoneg a-benn bloaz.
Manifestet zo bet e Brieg disul enep ar stal Amazon.
Adlañset eo enklask ar justis breizh-veuriadezh e afer ar Bugaled-Breizh.