Ur vanifestadeg evit difenn an hentad divyezheg e Kallag
Get Gwendal Berthou ha manifesterionezed all, doc'h mikro Tomaz Laken. Selaouit ar pennad kaoz Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ : A-benn àrc'hoazh 'vo an distro-skol evit ar skolidi, skolajidi ha liseidi ; A-gaoz d'ur gudenn surantez get lec'hienn FranceTest e oa bet moian gwelet ouzhpenn sezh kant mil disoc'h test kovid ; Manifestadegoù a vo aozet e Bro C'hall a bezh evit soutenn pobl bro Afghanistan.