Un devezh labour e radio Kerne. 30 krennard eus st Nazaire zo deuet e miz ebrel da labourat ganeomp e pad un devezh. Anvet oa raktres ar c'hlasad: "Raktres per Jakez Helias. Savet ha kaset da benn gant o c'helennerez, Katell Leon. Ur sapre devezh etre c'hoazh ha labour. disorc'h: ur 7 abadenn bennak evit diskouez deoc'h fent ha lusk ar re yaouank.
Morgane Bramoullé Morgane emaoc'h o vont da welet war hentoù bro Gerne oc'h atersiñ ar re yaouank hag ar re gozh... Abadennoù An diskouarn o nijal a ginnigo deomp bep dibenn sizhun. Plac'h al lennegezh, e raio deomp dizoloiñ a bep seurt skrivagnerien ha skrivagnerezed eus ar bed a-bezh e barzh he c'hronikoù. Ken prim e labour ar plac'h vo chañsoù da glevet anezhi ivez e barzh an abadenn mintin Tarzh an Deiz gant Brieg hag asambles gant Lou evit Deomp dezhi abadenn ar vugale. Emañ o tont eus bro Leon, oc'h adstummañ anezhi mod Kerne emaomp met chut... arabat lâret dezhi!
Laëtitia Fitamant Klevet a rit mouezh flour Laëtitia dibaoe pell bremañ war gwagennoù Radio Kerne. Goût a ra deus pep tra : animañ, mont war an dachenn, fardañ kronikennoù dibar, kinnig ar c'heleier... Arbennig eo gant Internet, furchal a ra a-gleiz hag a-zehoù a benn diskoachañ keleier diroll ar bed o treiñ. Tro 'po da glevout anezhi div wezh ar sizhun o luskañ an abadenn 'Vimp ket gwerzhet. Pe dizoloiñ a bep seurt dre hec'h abadennoù An diskouarn o nijal a blij atav d'ar publik. Ha neuze, petra a vez lâret ? Trugarez !
Lou Millour Ur bannig avel foll e-barzh ti Radio Kerne, gant ar bidoc'hig-se, deuet eus n'ouzer ket peseurt planedenn : Lou ur vouezhig raouliet un disterañ, da gas ac'hanomp eus dek eur hanter da greisteiz war gwagennoù Radio Kerne. Fent, lusk ha startijenn �vez ganti teir gwezh ar sizhun evit an abadenn Vimp ket gwerzhet etre 10 e 30 ha kreisteiz. Goût a ra ivez reiñ deomp da glevet, an tadoù kozh faro, ar mammoù ekolo, ar vugale dirollo, ha sonerezh elektro. Jongliñ gant an implijoù amzer, ar bruderezh, ar genlabourerien, an abadennoù a youl vat, ar skoazellerien, ur c'hoari aes evit renerez Radio Kerne !
Bleuenn Raynaudon Kerzerho Plac'h nevez Radio Kerne eo Bleuenn o tont deus Naoned a-ratozh-kaer evit reiñ startijenn d'an abadenn Deomp de'i. Mennet eo hi da grouiñ kontadennoù ha kanañ tonioù diroll d'ar vugale !