Dishe˝vel tre eo efed che˝chamant reolenno¨ ar vachelouriezh hervez ar vro. Gant lezenn nevez an Deskadurezh Stad kinniget gant Jean-Michel Blanquer, fin ar gont n'eus nemet lise publik Brizeux e Kemper ha lise Diwan Karaez o deus graet ar striv da ginnig ar brezhoneg evel ispisializadur er vachelouriezh. Met dre vraz zo nebeutoc'h a eurvezhio¨ brezhoneg kinniget el liseo¨ e Breizh gant al lezenn.

Ha gwashoc'h 'zoá: da ul liseadez deus Sant Brieg, Helene Lorant, hag he deus desket brezhoneg drezouti he-unan, e vez nac'het ar gwir da dremen ar brezhoneg e opsion evit ar vachelouriezh ar bloaz-ma˝.
Helene Lorant a zo deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean

Soutenet eo Helene Lorant gant tud bed ar brezhoneg e bro Sant Brieg. Tudwal Girard, deus kuzul mera˝ Ti ar Vro Sant Brieg, a lÔr en dro penaos zo re nebeut a ginnig brezhoneg e Sant Brieg.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennado¨ :

Disoc'h :