Bloaz 'zo oa bet roet lañs d'ar porched Bretania, ur pezh mell benveg a ro an tu da glask dielloù a bep seurt a denn da Vreizh a-drugarez d'ur rouedad kevelerien.
Kinnig a reomp deoc'h ober muioc'h anaoudegezh gant ar gKreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) a ginnig teulioù liesseurt digor d'an holl en he div vediaoueg (e Sant-Ervlan ha Gwened) ha war ar rouedad.
Evit ar rubrikenn "PCI" - Glad sevenadurel dizanvezel - eo aet Yaelle ar Mouel d'ober un tamm tro e atalier Jorj Botuha, soner bombard hag oberour binvioù sonerezh.
Lakaet vo ar gaoz ivez war an diskouezadeg "PCI" ez eus tu gweladenniñ betek fin miz Ebrel e Plougerne, ha war an devezh Becedia a vo dalc'het d'an 20 a viz Meurzh e Plougerne ivez diwar-benn an tem "Liesseurted-keginañ hag an treuskas", hep disoñjal ar c'hliche video nevez : Breizh Douar industriel.
Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoù :
Disoc'h :