N'eo ket na re sklaer na re deńval krouadennoł ha miksoł Lou Berlinger. Koulskoude o deus dassonioł an nostalgiezh hag ar melkoni a-drugarez d'he levezon er minimale pe en teckno. Goude bezań bet embannet daou EP e Ac'hantina « So warm » da gentań gant al label Monet Records ha « Darkness Also Matters » asambles gant Microefera war Holographic Records, e krog gant un droiad en Europa. D'ar mare-se e vo pedet da seniń e Live er Wilde Renate e Berlin, er Batofar e Pariz hag en Iboat e Bourdel. Distroet da Vro-C'hall e 2016 en em stalio e Pariz da gentań hag e Naoned da c'houde. Aze e cheńcho penn d'ar vazh ! Dilezet he doare seniń hag e raktresoł evit mont war-zu an Dub Tekno. Pe e live gant he mekanikoł pe o viksań e plij da Lou seniń tonioł bout a heklev, dronioł froumus, ha padoł silet. Lakaat a ra hec'h arvesterien hag hec'h arvesterezed da flodiń ha da veajiń. Da belec'h ? Homań hepken a oar.

Stumm al lenner goulennet

Kod da enlakaat e-barzh ho pajennadoł :

Disoc'h :