Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Amañ ha pelloc'h

hanv newez en abadenn veze gwret "Vaimp ket pilet eit komz" dohti

Da bep sadorn, da eur en apero, da lâret eo etre 11e ha kreisteiz, dait genomb àr hentoù ar Morbihan, d'emgavet get tud ar vro evit ur pennad-kaoz pe ur weladenn. Dizoloet vez tud neuze: arzourion/-ezed, peizanted/-ezed, ha razh an dud 'deus traoù dedennus da lâret... e brezhoneg, ha dizoloet 'vez lec'hioù ivez: mirdioù, kumunioù, hag en holl lec'hioù a faota da vrezhonegerion/-ezed 'zo hon lakaat da zizoloiñ.
Ur magazin adskignet ur misiad àr-lerh, bep sul da 11e.

11 munut

Abadenn diwezhañ 04.08.2021

Tabula Rasa : Sonerezh, dañs get Roñsed ha fent

Gant : Glenn Doujet

Roñsed, sonerion ha komediañned a c'hoari asambl en un abadenn anaùet « Tabula Rasa ». Glenn Doujet zo geneomp ewit kojal ag an arvest savet get ar c'h/Compagnie Panik.
Kit da welet an arvest bep merc'her ha yaou da 8e30 da noz
Digwener 30/07, L'homme colère, Cie Unions Libres
Digwener 6/08 : Panik et ses invités
Digwener 13/08 : Improvisation sur « Un Air de Rencontre ». Cie Equine Situ
Titouroù hag ewit prenañ bilhedoù : 07 68 51 21 43