Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Re bell ganti

An abadenn-mañ a ya re bell ganti ! Kronikoù diwar-benn ar bed tro dro deomp, tabutoù gouestlet da sujedoù ar mare, tud pedet evit degas o soñj arbennig, sell Morgane ha Laetitia war keleier ar bed : un eurvezh hanter aktu, mousfent ha preder deus al Lun d''ar Gwener etre 4e30 ha 6e goude merenn.

89 munut

Abadenn diwezhañ 01.03.2021

Re Bell Ganti Lun 1 a viz meurzh

-Un devezh hep kig er skol, petra a dalv an diviz-se da Timothée Messager, keginer a-vicher ne ra ket implij anezhañ?
-Un abadenn-stourm zo bet graet gant izili ar CEPEB 44 (Collectif pour l'Enseignement en Breton dans les Ecoles Publiques de Loire-Atlantique): goulenn a reont gant rektor an akademiezh doujañ da Kod an Desdurezh. Gant Remy Toulhoat, prezidant ar gevredigezh Divyezh Breizh, Renan Kerbiquet, eus Kelennomp, ha Mallorie, mestrez-skol.
-Youenn Toudig, studier e Roazhon, a desteni eus an diaes ma vez studiañ abaoe ar bloaz paseet
-Karront Sant Jakez: Dominique Merrien a achu da gontañ Sadorn deomp
-Div vunutenn evit kompren: anv an te
-Al lastezioù koachet: un doser kudennek e Tunizia (Ar bed o treiñ)
-Keleier gant Erwan Blanchard