a ginnig deoc'h
Pegen tomm eo an amzer war-c'horre Merc'her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c'haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d'al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha pelloc'h c'hoazh bep sizhunvezh, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, evit deskiñ sekrejoù an neñvoù !
Sadorn (7/7)
Deomp d'ul loarell all en-dro da Sadorn, Japet he anv. Kaozeet 'vo deus an nebeut soñdoù zo bet kaset etramek ar blanedenn-mañ ivez. Dominique Merrien zo 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.