Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Tarzh an noz

Tarzh an noz, an abadenn made in Breizh Uhel ! Pennadoù-kaoz gant ar re a ra buhez ar vro, kronikennoù sevenadurel, skiant, teknologiezh, natur ha kinnig al leurenn sonerezh e Bro Roazhon hag e Bro Naoned, setu un hanter-eurvezh abadenn fonnus, lusket gant Marianne Vaidie e Naoned ha Morgane Cotten e Roazhon.

30 munut

Abadenn diwezhañ 13.01.2022

Tarzh an noz 13/01/2022

- Atersadenn Olier Cariou danvez ijinour war ar c'hoad en ESB ba Naoned.
- Ar gronikenn Diskouez Din.
- Pevare lodenn gant Yannig Gwilhanton diwar-benn krouidigezh skolaj diwan Sant-Ervlan.
- An ton "People Rise Up" gant Laetitia Shériff.