Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Larsen ha mediator !

Met petra zo peg ennañ ? Lakaat en e benn kontañ istor ar rocken urzh kronologel ? Ul labour divent an hini eo ! Ha daoust ha gouzout a ra zoken ober an diforc'h etre ar psychobillies, ar punkabillies hag ar gothabillies ? Hag an alt-country, americana, pe get ? Detroit, kêrbenn ar soul pe hini an techno ? Ha ken hegarat eo publik Hollyfest hag hini Hellfest ? Kement a veuriadoù zo, kement a luskadoù zo, peadra d'en em goll ! Ne vern, stagit ho kouriz, loc'het eo ar fuzeenn « Larsen ha mediator » evit he beaj e istor ar rock !!!

32 vunud

Abadenn diwezhañ 13.12.2021

15 : Evit klozañ gant gwriziennoù ar rock hag ar fifties

Evit klozañ gant ar rummad kentañ-mañ gouestlet da wriziennoù ar rock'n roll ha d'ar bloavezhioù hanter-kant e kinnigan ur veaj vihan deoc'h hiziv gant meur a arliv.
Kregiñ a raimp diouzhtu gant an hini a c'hellfemp lezanviñ « maeronez ar rock 'n roll », ur seurez, sister Rosetta Thorpe, a ginnige dija er bloavezhioù 40 riffoù gitar akuit war he gibson en ur ganañ ar gospel.
Playlist :
Sister rosetta Tharpe : Shout sister shout
Sister rosetta Tharpe : Strange things happening every day 
The dixieaires : Joe Louis is a fighting man
Buddy Johnson : Did you see Jackie Robinson hit that ball ?
Les Brown : Joltin' Joe Di Maggio 
The million dollar quartet : I shall not be moved
Janis Martin : Drugstore rock 'n roll
Sparkle Moore : Skull and cross bones
Levrlennadur :
"Les racines du rock" Florent Mazzoleni (Embannadurioù Hors collection)
"Rhythm & blues country Rock 'n roll la musique qui vit grandir Elvis" J.C. Bertin (Embannadurioù Didier Carpentier)
"R'n'R antédiluvien" (Embannadurioù Bdmusic/9ème Art+)