Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

a ginnig deoc'h

Reportajoù Keleier ar Vro

Reportajoù ar skipailhad kazetennerien.
Selaou an abadenn a-bezh : klikiñ amañ

2 vunud

Abadenn diwezhañ 25.02.2021

Emañ ar strollad a-enep d'ar 5G e Lokorn o sevel argant !

Gant : Lukian Kergoat

E kumun Lokorn, e bro C'hlazig, e oa ar stal pellgomzerezh Orañj da staliañ ur peul 5G. Ha kazi lañset voe bet al labourioù er prad raktreset e pad an hañv, daoust da enebiezh ul lodenn deus tud ar vro. Kaset eo bet an afer ganto dirag lez-velestradurel Roazhon.
Diaes eo d'al lezoù-barn anavezout an arguzennoù a vez degaset dezho get enebourin ar 5G boaz, evel hini ar yec'hed pe hini an endro. Mez gant tud Lokorn zo chañs en ur mod. Dibar eo he arkitektouriezh da skouer, a lâr Lukian Kergoat deomp. Emañ an den, o chom e Lokorn, doc'h mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
Ehanet eo bremañ ar chañter da c'hortoz disoc'h al lez-varn. Met un azgalv terriñ a zo bet kaset get ar stal Orañj dirag ar C'huzul Stad. Ha rediet eo a-benn neuze ar strollad a-enep d'ar 5G da baeañ ur breutaer ispisializet, hag a zo enrollet e bardell ar C'huzul Stad. Afer o deus evit-se a 6000 euro evit paeañ anezhañ. Ma faot deoc'h sikour gete, eo displeget pep tra àr o lec'hienn internet : collectiflokorn.org.