Abadenn Atersadenn - Pennad skignet d'ar 09.05.2017
8 munutGant : Sten Charbonneau
Pennad-komz kaset da benn gant : Marie-Laure Groix
Ar festival « Quatuor à l'ouest » a vo e ledenez Kraozon etre ar 25 hag an 28 a viz mae. Jeanne Chiron eo prezidantez ar gevredigezh a ginnig an darvoud-mañ deoc'h. Daoust dezhi bezañ desket un tamm brezhoneg ne oar ket trawalc'h c'hoazh da respont deomp. Met Sten Charbonneau a zo ezel deus ar gevredigezh abaoe 2011 pa oa bet savet ar festival. Goulenet he deus Marie-Laure Groix deus RKB blam da betra en doa bet c'hoant da vezañ er gevredigezh-mañ.