Abadenn Atersadenn - Pennad skignet d'ar 09.06.2017
8 munutGant : Yvon Boutier, Jean-Claude Coden
Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer
Abaoe dimeurzh goude merenn 'maint o stankañ ar c'hooperativ Sodiaal e Sant Eganton, 'tal kichen Gwengamp ha mirout deus kamionadoù laezh da dont tre. Dalc'hmat 'vez ar memes goulenn: ma vo paeet ur priz dereat d'al laezh, dê da c'hellout bevañ diwar o labour. Dimerc'her 'oa bet pennoù bras ar stal Sodiaal war blas, diwar c'houlenn ar vanifesterien, Damien Lacombe, prezidant Sodiaal Frañs ha Jean Paul Prigent, prezidant Sodiaal Breizh. Met n'eo ket 'walc'h o respont d'ar broduerien en fulor. Yvon Boutier zo produer laezh e Kerien Boulvriag, hag e karg e kambr al labour-douar en Aodoù An Arvor. Ha Jean Claude Coden zo staliet e Plouared, oc'h ober saout laezh ha yer. Dirak ar stal sodiaal e Gwengamp 'oa dimeurzh.