Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 26.11.2020

2 vunud

Adios Diego!

Gant : Rachid Zeblah

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Aet eo Diego Armando Maradona d'an Anaon dec'h. d'an oad a dri-ugent vloaz. Un taol kalon 'zo bet trec'h war unan eus c'hoarierien wellañ, ma n'eo ket 'ni gwellañ, 'zo bet 'ba istor ar football, ar velldroad. Maradona 'oa brudet, ivez, 'vit difenn ar re baour ha ganet ha savet 'oa bet 'ba unan eus karterioù paourañ Buenos Aires en Arjentina. hag evit difenn broioù Amerika Latina a-enep d'ar Stadoù bras 'vel Stadoù-Unaned. Met, war an dachenn velldroad eo 'neus diskouezhet e varregezhioù gant ar volotenn peget ouzh e droad kleiz ha eus e dorn kleiz ivez. Kaset 'noa Arjentina beket titl kampion ar bed 'ba Mejiko e 1986. eno 'oa daizezet da vat mojenn "El pibe de oro" 'vel vije graet anezhañ. C'hoariet 'noa gant Arjentinos Junior, Boca Junior, Barça ha dreistholl Napoli kêr baour kreisteiz Italia. El Diez pe Dios 'zo graet anezhañ 'ba bed ar velldroad, un doue 'oa bresk tre. Rachid Zeblah 'oa hanter den yaouank, o c'hoari gant US Sant-Donan 'chouk Sant-Brieg 'kerzh ar bloavezhioù 80 'pa 'oa Diego e kreiz e vrud, 'vel milionou ha milionoù a dud 'oa fromet gant ar c'heloù. Gant Erwan Blanchard.