Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ouzhpenn ar Vretoned a zo - Pennad skignet d'ar 23.12.2020

5 munut

Dikodet an elamit linenneg !

"Taol al lion", skrivet e akkadianeg hag en elamiteg

Pennad-komz kaset da benn gant : Benjamin Bouard, Morgane Bramoullé

Er bloavezh 1901, e kêr Susa en Iran, 'oa bet kavet ur skritur dianavezet war-c'horre tammoù mein kozh ha tabletennoù. "Elamit linenneg" 'oa bet graet deuzouti gant an arkeologourien, met ar re-se ne oant ket deuet a-benn da gompren an disterañ tra deus ar pezh a oa skrivet. E miz Kerzu 2020, an arkeologour François Desset 'neus roet da c'hoût eo-eñ deuet a-benn da zikodiñ ar skritur-mañ.