Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 28.12.2020

45 munut

Nedeleg e Breizh-Izel

Nedeleg e Breizh (1903)Nedeleg e Breizh (1903)

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Deus Nedeleg a vo safaret deoc'h ar wech-mañ ! Daniel Jéquel zo bet o labourat e RBO e-pad bloavezhioù ha setu en deus bet digarez da glevet a-bep seurt traoù deus ar mod ma veze graet Nedeleg gwechall e Breizh-Izel. Kontañ a raio deomp penaos veze graet Nedeleg e « Belle-Ile » (er Gêrveur), pe penaos oa an oferenn da nozvezh ar Pellgent, ha kontañ a raio deomp c'hoazh e soñjoù dezhañ, pa oa-eñ yaouank. Div ganaouenn a gano deomp ivez.