Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 15.02.2021

12 vunud

keleier 8e30 vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Skoet eo FO 29 gant un afer feulster revel...
Gant Lena, gopradez FO29. Un atersadenn gant Erwan Blanchard.
selaouit ar pennad-kaoz
Argantiñ "Splann!", evit ur c'hazetenniñ pizh ha dizalc'h e Breizh
Gant Juliette Cavaso-Roger, unan deus kazetennerien-ezed Splann !
Un atersadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Didamalet eo bet Donald Trump, ne vo ket eztitlet ha difennet dezhañ bezañ dilennet.

Dav vo da Anticor gortoz betek an 2 a viz Ebrel a-raog gouzout ma vo hiraet e aotrez gant ar gouarnamant da vezañ kevrenn geodedel er prosezoù korupsion.

Embannet 'n eus Eric Dupond-Moretti emañ gant ar c'hoant ne c'hello ket bezañ a genasant a-raog 18 bloaz ar bugel en aferioù insest.

Ur brosedurenn dispennañ a zo war chouk kevredigezh ar strollad faskour Generation Identitaire

Gounezet zo bet gant skipailh rugby ar 15 Frañs enep da hini bro Iwerzhon e tournamant ar 6 broad.