Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 17.02.2021

9 munut

Splann! Lañsañ enklaskoù e Breizh

Gant : Gwenvael Delanoe

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

E 2018 oa bet lañset Disclose, ur media savet evit arc'hantaouiñ enklaskoù hir, a-benn kas ul labour kazetenniñ dishual ha digabestr. Ur media all zo bet ganet nevez zo, e Breizh ar wech-mañ, diwar skouer Disclose. Splann! ec'h anv bihan ! Faot a ra d'ar gazetennerien ha d'ar c'hazetennerezed bodet war-dro d'an anv-se broudañ enklaskoù er vro, a-drugarez d'ar gwenneien profet gant ar sitoaianed. Ur prantad rastelliñ arc'hant oa bet lañset e penn kentañ ar sizhun just a-walc'h. Gwenvael Delanoe zo perzh eus komite embann Splann.