Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 22.02.2021

45 munut

Nevezadur

NevezadurNevezadur

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Ur bladenn vrav a zo deuet e-maez n'eus ket a-bell gant Kanerien Sant-Meryn, Nevezadur he anv. Savet eo bet diwar varzhonegoù Anjela Duval ha komposet ar muzik gant Jean-Yves Le Ven, e penn al laz-kanañ un tammig 'zo bremañ. Enrollet 'oa bet e iliz-veur Kemper memes, e miz-Mae 2019. Jean-Yves Le Ven ha daou ganer all, Pierre Hascoët ha Gilbert Le Brusq, a vo ganeomp a-dreñv d'ar mikro, evit dezho kontañ deomp penaos eo bet deuet Nevezadur ganto.