Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 22.02.2021
12 vunudPennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen
Studi sokiologel : brezhoneg eo yezh ar skol evit liseidi Diwan, met tomm int dezhi
Gant Gildas Grimault, kaset ar studi da benn gantañ, ha kelenner e lise Diwan Karaez.
Un atersadenn gant Gwenvael Delanoe.
selaouit ar pennad-kaoz
Kempenn ar gwenojennoù e Plufur
Gant Fañch ha Jañ Lirzhin deus ar gevredigezh "Hentoù-Treuz". Ur reportaj gant Gwenvael Delanoe.
selaouit ar pennad-kaoz
Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :
Marteze e vo enket departamant an Alpoù-Mor er fin ar sizhunvezhioù, da dalañ deus ar virus kurunenn.
Lakaet vo medisined hollek 'zo da vrec'hiañ o fratikoù gant brec'h AstraZeneca.
Manifestet voe e Brest disadorn da souten Diwan, pa 'n eus ar rektordi embannet digreskiñ an eurvezhioù kelenn brezhoneg a-benn bloaz.
Manifestet zo bet e Brieg disul enep ar stal Amazon.
Adlañset eo enklask ar justis breizh-veuriadezh e afer ar Bugaled-Breizh.