Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 02.03.2021

2 vunud

Manifestet zo bet ar bed sevenadurel e Pondi disadorn

Gant : Faustine Audebert

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Ur vanifestadeg get tout ar bed sevenadurel 'zo bet aozet e Pondi, disadorn. Ouzhpenn 400 den e oa, arzourion, teknikourion, get al lugan « Culture en flip, culture en slip ».
Sevenadur ankeniet, sevenadur diwisket. Da diskouez penaos eo start ar jeu evit tout ar bed sevenadurel er mare-mañ he deus ar gevredigezh Hapax, eus Pluniav, galvet mont da vanifestiñ. Strolladoù all zo deuet en-dro ar galv. Ar vanifesterion o deus goulennet ar gwir da adlabourat.. Hag afer o deus adkrogiñ ober sonadegoù, c'hoariva pe traou sevenadurel all. Enora Molac 'oa er vanifestadeg. Roet he deus ar gaoz d'ar vanifesterion. Evel Faustine Audebert, diouzhtu.

Ur reportaj savet get Enora Molac.
Dilennidi a oa er vanifestadeg ivez, deus strollad an UDB pe dilennidi kêr Pondi.