Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 23.03.2021

12 vunud

keleier 8e30 vintin

Tud bugale Skol Diwan Pondi e manifestadeg Kemper d'an 13 a viz Meurzh.Tud bugale Skol Diwan Pondi e manifestadeg Kemper d'an 13 a viz Meurzh.

porzh Pempoullporzh Pempoull

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Kollet eo merouri o frozhioù-bageal gant kumunioù Aodoù-an-Arvor
Gant Goulven Morvan, dilennad kêr e Pempoull, deus mikro Gwenvael Delanoe.
selaouit ar pennad-kaoz
Ur sal-debriñ evit Skol Diwan Pondi !
Gant Annaig Rizio-Joannig, prezidantez AEP Skol Diwan Pondi. Un atersadenn gant Yuna Kojan
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

- Dilennadegoù Rann-vro : Tennet zo bet e varregezhioù digant Thierry Burlot evel bez-prezidant en karg deus an Endro.

- Harzhet o deus labourerien-ezed CROUSoù bro C'hall gant o labour dec'h.

- Emgav zo roet hiriv gant labourerien-ezed Fondiri Breizh, p'emañ ar stal Renault o klask gwerzhiñ anezhi.

- Implijet vo ul lodenn deus an tailhoù war an embregerezhioù evit paeañ dle ar C'hovid-19, 'n eus kinniget Bruno Le Maire dec'h.

- Diskoulmoù evit dont benn deus ar bedofili e diabarzh an Iliz a vo roet e fin ar sizhun gant Kuzuliadeg Eskibien Frañs.