Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 25.03.2021

2 vunud

Ur vanifestadeg e Sant-Weltas enep raktres Kumuniezh Kumunioù bro an Hirwazh

Gant : Kristin, Edith

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Erru mod kozh ar stassion da buraat an dour 'ba Lanildut, ur gumun 'zo 'ba kornog Brest. Savet 'oa bet e penn kentañ ar bleadoù 2000. Hag abaoe 'oa skuilhet an dour, ur wech bout bet puraaet, war un dachenn tost eus ar stassion araok en em gavfe 'bar wazh anvet Melon. Pezh 'zo eo erru re vihan an dachenn 'vit degemer an dourioù lous. Se 'zo kaoz 'oa divizet gant Kumuniezh Kumunioù bro an Hirwazh sevel ur gorzenn hir a bevar kilometr da gas an dour eus ar stassion betek ar mor, betek aber Sant-Weltas. N'emañ ket akord an holl dud 'ba bro Lanildut gant ar raktres se. Kant ha hunter kant a dud 'noant manifestet disadorn tremenet 'ba aber Sant Weltas. Ur reportaj savet get Erwan Blanchard.
E miz Mae warlene 'oa bet paouezet gant al labourioù. Sanset 'oant da adkomañs d'ar poent 'mañ. Met kaset int da belloc'h gant prezidant ar gumuniezh evit gellout, ez ofisiel, labourat gant ar c'hevredigezhioù natur war ar raktres.