Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ribine Records - Pennad skignet d'ar 12.04.2021

61 munut

Ribine Records : Cedric Sheva

Pennad-komz kaset da benn gant : Tud a youl vat Radio Naoned

Ar miz-mañ e vo diskoachet an Dj Cedric Sheva.
An dj a-orin eus Brest a zo lesanvet Corsen evit e viksoù live Deep Tekno pe c'hoazh an anv Atlantic a vez roet dezhañ pa son gant e gomper Midside. Cedric Sheva a zo plijet gant an tekno met ivez gant an house hag an disco.
Hag alies e vez klevet ar paotr o seniñ a-bep seurt stil sonerezh, sonioù tomm betek ar beatsoù labouret mat.
Ezel eus ar strollegezh Radio Lune eo ha gwelet 'vez alies mat war leurennoù Brest. Cedric Sheva a embanno a-benn nebeut Epoù nevez gant al label Labyrinth Records e Londrez.