Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 30.04.2021

21 munut

FC Naoned

Pennad-komz kaset da benn gant : Marianne Vaidie

Harperien hag harperezed feal an FC Naoned a zo dipitet bras gant stad ar c'hlub, ouzhpenn chom hep gwelet krogadoù abalamour d'ar c'hlenved-red.
Re zo re ! E miz genver zo bet aozet manifestadegoù a-kerzh pleustradegoù ar re velen ha gwer evit goulenn groñs ma yafe kuit Waldemar Kita, perc'henn ha prezidant ar c'hlub abaoe 14 bloaz. Tamalet eo da gemer divizoù fall ha da vezañ re dost ouzh an argant. Distruj a ra spered hag ene ar c'hlub hervez Steven Ion tremenet e studio Radio Naoned evit lavar deomp hiroc'h war stad ar re ganari a ziskenno marteze e Ligue 2 ar bloaz a zeu.