Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 29.04.2021

15 munut

keleier 8e30 vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Spontet eo prezidant-ezed Ofisoù Publik ar Yezhoù Rannvro gant ar rekour enep lezenn Molak
Gant Lena Louarn, prezidantez Ofis Publik ar Brezhoneg, deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean
selaouit ar pennad-kaoz
Renkañ un ti zo diaesoc'h eget beajiñ
Gant Samuel Allo, konter ha foeter-bro, deus mikro Gwenvael Delanoe.
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Un danevel savet gant Lez ar C'hontoù a ziskouez penaos eo penn-kaoz al labourerezh-douar deus ar mareoù bezhin glaz.

Kaset eo galloud Iwerzhon an Hanternoz d'an traoñ gant ar Brexit

Sinet eo emglev ar Brexit evit mat gant Parlamant Europa

Kovid : ne vo ket a stad a zifrae yec'hed ken adalek miz Even, mez faot ra da Jean Castex ma vo votet ur ren dibar memes tra gant ar Parlamant

Lakaet eo diaes ar fritur PSA e kichen Roazhon gant un diouer a bezhioù produet e Azia

Manifestet zo bet gant labourerien ar fritur diwezhañ da adaoziñ paper e Frañs, da vezañ dilec'hiet e Amerika ar Su.